Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/211

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 168 —

darded e rankjont kuitaat o frizon. N’helljont ket lavaret eur ger d’ar vignoned a oa ouz o gortoz ; kaset e oent war-eün betek an Ti-kear. Dre ma tremenent, ar malloziou hag ar goaperez a goeze warno ken druz ha glao ; hag o doare oa ken truezus ! Darn o doa dalc’het o gwiskamant beleg, met e pebez stad oant ! Darn all o doa kemeret gwiskamant lik : meur a hini n’o doa ket gellet kaout eur roched fresk tri miz bennak a oa ; al lodenn vrasa anezo n’o doa ket gellet na lamet o baro, na kribat o bleo ; ha kalz, goloet a druilhou, n’o doa mui doare tud. Na pegen doanius oa evito en em welet er stad-se, dirag an holl ! Digouezet dirag ar prokuler-syndik e rankchont diskleria da be leac’h o doa sonj mont da jom. Kerkent ha m’o deveze komzet, e veze sellet ouz ar gartenn : hag ouspenn eur wech, evid eun abeg pe evid eun all, e veze roet d’ezo eur paper tremen-hent evid eur geriadenn pell diouz an hini o doa lavaret. Ha neuze e vezent kaset di gand Dragoned.

An A. Laporte a guiteas Brest er giz-se, hag a yeas da Witalmeze hep beza bet urz da lakat e dreid en e di e ru Sant-Loïz ; aotreet e oe hepken da gemeret ar bakadenn zilhad hag an arc’hant a zigasas d’ezan Soaz Paris, e blac’h koz. Kaout a reas dor-zigor en eur familh hag a oa bet he faotred e skol gantan e skolach ar Roue e Orléans, familh an aotrou de Carné.

Paotred an Ti-kear n’o doa mui eta a veleien « dizent » da waska. Met al labour ne vankas ket d’ezo da c’hedal staga adarre ganto evid an eil gwech.

Eur gouel bras a oa da veza evid embann en eun doare skedus al lezennou nevez graet, hag e rankjont staga d’al labour. Laket e oe d’ar zul, 9 a viz here.

Kerkent hag 1 eur goude kreisteiz, ar Gward Vroadel en he c’haera a en em vodas dirak Ti-Kear ; eno ec’h en em gavas ive ar c’huzulerien, ar pennou huela, an District, holl gand ar skerb a dri-liou. Da 2 eur e eo klevet eun tenn kanol, ar mear a deuas er maez