Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/214

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 171 —

ha p’en em vodas e Kemper, vel bep bloaz, kuzulerien ar Rann-Vro, District Brest a niveras klemmou ar veleien « intrus », a oa dilezet o ilizou war aliou ar veleien « dizent ». Konta reas e teue an dud diwar ar maez a vandennadou da c’houlenn ar veleien o doa gwechall, ha tamall a reas an dijentil a oa eskob e Leon da veza bet kaset d’ar bersoned ha d’ar gureed o doa touet, ha zoken d’an Tiez-kear, eul lizer all enep d’al lezenn ; hag araok paouez, e lavarjont, oawar o meno, an trouz etre an dud a iliz o vont da lakatar vrezel en Departamant. Petra da ober evit hen miret ? N’oa ket ezomm da veza nec’het : « Ar gwella doare da ziarbenn ar reuz ? Dastum ar veleien-ze hag a zo penn-abeg a drouz, hag o c’has holl d’an harlu. »

Met kas tud d’an harlu, ar zorc’henn-ze hag a raio he hent eus ar Finistère beteg ar Vodadenn Vroadel, n’oa ket deuet c’hoaz e spered ar gannaded e Paris. Koulskoude klemmou kanfarted Brest a zougas frouez, rag Kemper a c’hourc’hemennas d’an 29 a viz du :

« 1°) Kement beleg pe vanac’h eus nao District ar Rann Vro, hag o do, dre o doareou-kuz, o skridou, o c’homzou, o aliou hag o oberou, roet tro da zifiziout e int a enep Reizadur ar vro hag a vezo bet penn-abeg a drouz hag a zizurz, pe en eur zinerza an doujans hag ar zentidigez o deus an dud evid al lezennou, pe en eur gaout abeg el labour a ra ar veleien o deus touet, pe en eur zizalia ar gristenien da heul ar veleien paet gand ar vro, pe, erfin, en eur alia ar bobl d’en em zevel, ha n’eus fors evit pe seurt abeg, a vezo dastumet raktal, ha digaset da Vrest evit beza prizoniet epad eur pennad.

» 2°) Kement beleg hag a zo bet dija er prizon e Brest pe en deus bet urz da vont di ha n’eo ket aet, a vo, war an digarez-se hepken, laket e renk ar re o deus sikouret ober reuz, hag a vo kroget enno e kement leac’h ma vezint kavet, ha digaset da Vrest evit beza taolet er prizon epad eur pennad.