Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/216

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 173 —

em glemm ouz Kemper goude ar c’henta dervez chase : « Kaout a rea d’eomp hon doa en em gemeret ken buan ha ma helled hag aozet pep tra gand eun ijin dispar, hervez an urziou bet diganeoc’h d’an 29 a viz du ; hag en despet d’an dra-ze n’hon deus gellet tapa nemet c’houec’h hag a oa e kear ! Hano zo e ouie ar veleien diwar ar maez pe seurt taol a zonjed ober d’ezo, araok zoken m’oa digouezet hoc’h urziou ganeomp. » Piou ’ta en deus gellet hen lavaret d’ezo ? An aotrou Brichet e-unan, prokuler an District, m’oarvat, hervez Unvaniez Mignoned ar Reizadur. O klevet eo tamallet, an District a zo kounnaret hag a zifenne Brokuler :

« Anaoudegez hon deus, emezan, en deus eur c’herad lavaret da Unvaniez Mignoned ar Reizadur n’eus ket bet gellet prizonia nemeur a veleien « dizent » abalamour meur a hini anezo o doa klevet edod adarre ouz o c’hlask da vont d’ar prizon, ha dreist holl, eo dre an aotrou Brichet, prokuler-syndik, o deus anavezet ar c’helou.

N’eus nikun hag a hellfe tamall hep rei merkou sklear eo gwir e gomzou. Gouest omp da rei testeni n’en deus ket an A. Brichet, abaoue m’eo en em gavet urziou Kemper, paouezet da skriva an urziou a oa ret evit prizonia ar veleien.

Doaniet omp, hag an dud vat zo ive ganeomp, o welet n’o deus ket urziou Kemper gellet kaout muioc’h a grog, rak buan ha didrouz oa bet kaset an traou en dro. Gouzout a reomp o deus ar veleien anavezet an urziou graet evito, pegwir eo anat o deus meur a hini anezo kemeret an teac’h, araok zoken m’oa en emgavet an urziou e penn o beach ; met n’ouzomp ket penaoz int deuet a-benn d’o anaout. Eun dever e vezo evidomp klask ar re zo kablus hag o diskuilh d’an Departamant ; met araog e vo ret d’eomp kaout testeniou, rak n’hon deus ket a c’hoant da ober evel an hini en deus tamallet an A. Brichet. »