sul ar gommunion a spered ; da dremen dirag ar grusifi, da zul ha da c’houel, an amzer a dlefer beza tremenet en iliz. Hag e peurc’hraed, en eur alia lenn meur a wech ar reolennou-ze evid o lakat da vont doun er spered.
Ar skrid-ze a oe kaset d’an District e Brest, d’ar 7 a viz gwengolo 1792, ar gomz-man ouz e heul :
« Job Labbé, merour d’an A. Laporte, o chom tost da stank Luand e parrez Plabennec, a zo bet lavaret d’eomp, en deus en e di kalz a lizeri bet digand an A. Laporte, hag en deus troet e brezoneg eun embannadur eneb an Dispac’h evid ar pennou-bras en e barrez. » (An aliou-man, ha n’emaint ket e leor gallek an A. Saluden, a zo bet roet gantan da lakat el leor-man).
E Paris d’an 29 a viz du 1791, ar Vodadenn Lezennerez (Assemblée Législative) he doa gourc’hemennet harlui kement beleg enebour d’al lezenn. Met ar Roue ne roas ket e aotreadur d’an urz-man ; ar pez a lakeas ar brasa kounnar er baotred hanvet « sans-culottes ». Meur a rann-vro, evel ar Finistère, a reas o fenn, heb ober van eus ar roue. Met e Paris, Kelc’h ar Jakobined n’en doa ket c’hoaz ar c’halloud en devoe diwezatoc’h, hag ar veleien n’o doa ket touet a oa c’hoaz e frankiz.
E gwirionez, pennadou a vezo lakaet er bobl gand ar re c’hwasa etouez an dispac’herien : an darvoudou a c’hoarvezas e mae hag even 1792 hen lavar d’eomp : hag hiviziken ar veleien ne dremenint mui dre Baris nemet gant gwiskamant lik ; ne vo ket kement a riskl evito en doare-ze. Diouz ar mintin, e lavarent o ofern, pe e kouenchou merc’hed a oa c’hoaz lezet e peoc’h, pe e kloerdi ar Misionou diawez. Pa greskas ar beac’h warno, he lavarjont en o c’hampr. An A. Laporte en doa eun aoter, rag er paper eus e arrebeuri a oe graet en e di, antronoz e varo, eus merket « eur c’halir arc’hant, alaouret e ziabars hag a boueze 7 ons, eur voest vihan arc’hant : 1 ons, (a dlie beza al lestr sakr
13