Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/228

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 183 —

le « liberté-egalité » digand an holl war o meno, o doa diskleriet araok, ne vije ket goulennet na digant ar re o doa da zifiziout anezo, na digand ar veleien « dizent ». « Aon hon deus, a lavarent, an trubarded m’az oant, e kredfend ober al le-ze evit klask hon dalla muioc’h-mui, ha gellout en doare-ze, dre zindan, dont a-benn da ober o zroiou-kamm. » N’her gouient ket ; met ar menoz a rejont a ziskouez o nerz-kalon. D’ar zadorn, ar 1a a viz gwengolo, e voe graet ar menoz start, gant moueziou an darn vrasa a galz, ne zigorjent ket o ginou da ober al le nevez, ha pa ve goulennet diganto a zindan boan da veza dalc’het er prizon. Kofez o doa graet an eil d’egile araok rei o ali, ha goulennet skerijenn ar Spered-Santel eur wech all c’hoaz, en eur gana ar eni Creator. Evelse e peurc’hraent, leun a nerz kalon, beilhadenn ar verzerenti.

Prest int breman da vervel. Koulskoude eun digarez bennak a ranked da gaout evid o lakat d’ar maro. Kavet e oe. Brunswick a oa mestr e Longwy, ha dare da vale war Verdun ; hag ar Vodadenn a c’halv ar re a gar o bro evid o c’has d’an harzou da ziarbenn an enebourien. N’helle digouezout netra gwelloc’h evid an Dispac’herien. Raktal, Marat en e gelaouenn, ha kant all eveldan, da youc’hal d’ar bobl edod oc’h en em glevet dre guz er prizoniou a eneb ar vro. Ha mat e ve laosker trubarded war hon lerc’h ? Nann, hep mar ebet. Ret eo eta skarza ar prizoniou, rak, mignoned ar vro eur wech aet eus ar gear, raktal an noblans a deuio gant lakepoted da zigeri ar prizoniou, da laza, ha da lakat an tan e pep leac’h.

D’ar zul vintin, 2 a viz gwengolo, Danton a stagas da brezeg d’ar C’hannaded : « Ar vro, a lavar, a vezo saveteet, ar gwad zo o virvi, ha mall zo da vont d’an emgann. Verdun n’eo ket c’hoaz kouezet etre daouarn an enebourien. » Setu ma klever neuze kloc’h an tangwall : Danton a gendalc’h : « Ma soun breman kloc’han tan, n’eo ket e ve leac’h da gaout aon ; ho kervel