em unani gand an eil rummad ; dor ar jardin zo torret, hag holl ec’h en em daolont war ar brizonerien. Tostik d’ar poull dour, zo e kreiz, e kavont an aotrou Girault. Eun taol sabrenn hen diskar ha daou forban a lamm warnan gand o fikou hag a dreuz e gorf d’ezan. An aotrou de Salin, chaloni Sant-Lizier, a zired da glask rei sikour d’ezan ; eun tenn fuzul hen astenn maro a stog e gorf war an dachenn. Ar vandennad tud yud a gerz neuze warzu traon ar jardin ; eno eman an darn vuia eus ar brizonerien bodet dirak skeudenn ar Werc’hez. « E pe leac’h eman arc’heskob Arles ? »a c’houlenn unan eus ar forbaned digand an aotrou de la Panonie. Heman a laka e zaou zorn stog ha stog, a soubl e zaoulagad, ha ne lavar grik. « Ha te eo arc’heskob Arles ? a lavar eun all, en eur gomz ouz an aotrou arc’heskob Du Lau. » — « Ya, aotrounez, emezan, me eo. » — « Fallakr m’az out, a lavar ar « sans culottes », te eo eta an hini en deus laket kement a c’hwad tud vat da redek e kear Arles? » — « Aotrounez, a lavaras an aotrou arc’heskob ne c’houfenn ket beza graet droug da zen ebet morse ! » — « Mat neuze, me zo vont da ober droug d’it », a lavar ar forban, en eur rei eun taol sabrenn d’ezan war e benn ; kerkent eur forban all a ro eun taol all d’ezan. An aotrou arc’heskob Du Lau, atao en e sav a gas e zaou zourn d’e benn, met eun trede taol a ziskar anezan d’an douar. Neuze e c’hoarvezas eun dra griz meurbed. Unan eus ar vuntrerien a lamm gantan, a laka e droad war e vruched hag a zank ar pik en e galon. Kemeret a ra e vountr goudeze hag e tiskouez anezan d’ar vuntrerien all evel pa vije bet gounezet gantan war eun enebour. Ar re-man a stagas neuze da gana evel tud gouez. Ar veleien kroget ar spont enno a dosta muioc’h-mui ouz skeudenn ar Werc’hez, hag en em daol d’an daoulin d’he fedi. Epad an amzer-ze al lakepoted, dre brenestr ar japel vihan, a gemer o flijadur o tenna warno gand o fistolennou hag o fuzuliou.
Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/231
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 186 —