Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/241

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 194 —

Couvert, evit 1.050 lur). Met re all a oa aet da veva pell diouz Brest : Helena Laporte hag he goaz Alexandr Antony a oa e Departamant an Aude e Kastelnaudary ; August Prévost, goaz Jann Bechennec, a oa er Sables d’Olonne, karget gand ar vro da evesaat ouz ar varc’hadourez a deu a zianvaez-bro ; ha re all c’hoaz a oa aet da bell-bro.

D’an 20 a viz genver hepken e teuas an aotrou Delacroix, galloud gantan eus perz ar re n’oant ket war a reer unan bennak eus leoriou an aotrou Laporte. Gantan e teuas ive Loïz Lafforgue, marc’hadour traou koz, bet dibabet gand ar familh, abalamour d’ar fizians he doa ennan evit « lakat e priz an traou a helle kaout eun tamm talvoudegez ». Evid anaout talvoudegez al leoriou, e teuas eun all, hanvet Julian-Georges Goulard, leorier ha marc’hadour leoriou o chom er ru Vras. Arrebeuri ha leoriou a oe laket e priz 5.040 lur 19 gwenneg ha nao diner.

Ar werzidigez ne oe graet nemet d’ar 7 a viz gwengolo warlerc’h, en ekant evel ar c’hustum hag el leac’h m’oa ar c’hiz d’hen ober, da lavaret eo, war an dachenn a zo hanvet Leur an Droug-Prezeg (place Médisance). Hervez ar paperiou, Anthony ha Laporte-hena a brenas al lodenn vrasa eus an arrebeuri. Kaout a reer unan bennak eus leoriou an aotrou Laporte etouez ar re a zo bet roet diwezatoc’h da gear Vrest gand an aotrou Bechennec. Ar re-ze a zo bet al lodenn genta eus an niver a zo breman e Leordi an Ti-kear (Bibliothèque municipale).

Pell bras eman diouzomp, a dra zur, ar Brest koz a veve ennan an den eurus Glaoda Laporte : Brest en eil hanterenn eus an XVIIIet kantved. Evelato, dellezout a ra beza anavezet, rag en amzer goz, n’en deus marteze pennad ebet ken skedus. An amzer-ze ne oe e gwirionez, nag eun amzer a zienez, nag eun amzer hep deskadurez.

Glaoda Laporte a oe savet en eur familh niverus ha