Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/246

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 199 —

Pa zent ar c’hristen ouz lezennou e vro, eo abalamour ma wel Doue en tu all d’ar re zo e c’houarn. Galloud an Aotrou Doue gwelet dreizo a zo evel ar sklerijenn a dreuz ar gwer-a-liou zo en hon Ilizou-Meur hag a ro buhez d’ar skeudennou livet warno, skeudennou hag a vije bet anez disliv ha tenval.

Met ma teu an den a c’houarn da vouga ar sklerijenn lugernus a zeu d’ezan aberz Doue en eur ober lezennou disleal, rag ar re-ze n’hellont ket, anat eo, beza aberz Doue, neuze ar c’hristen ne vo ket buan d’en em zevel, ne glasko ket c’houeza an dispac’h, met ne vo ket dalc’het e koustians da zenti outo ; ha ma za an dislealded betek klask taga gwiriou Doue, ar c’hristen a zo e zever gouzanv pep tra kentoc’h eget lezel hen ober.

Hor skiant a zeu da harpa war ar poent-man ive ar gelennadurez kristen. An den n’hell ket beva evel m’eo dleet, ma ne vev ket gand an den. Ezommou ar c’horf, ar spered hag ar galon a ra d’an dud ranna al labourou etrezo hag en em zikour. Met penaos beva an eil gand egile ma n’eus ket unan bennak da hentcha pep hini ha d’e lakat da ober al labour evit mad an holl ? En eur zouja da c’halloud unan hag a vo ar penn, gouest da gas an traou en dro, da lakat pep hini da dizout al leac’h m’en deus da vont. An den ne glask an den nemet evit digouezout aesoc’h en termen a rank da dizout. Met mar d’eo ret d’ezan rei ha kaout sikour, e talc’h atao ar gwiriou en deus evel den hag a rank beza miret hag anavezet gand ar re a zo e penn, ma n’o deus ket a c’hoant o-unan da goll pep gwir da c’houarn. Evelse lezennou eur vro ne dlefent nemed eila ar gwiriou-ze, o renta sklearoc’h hag o lakat da veza miret. Ar gwir eo tad al lezenn ; houman zo dinerz ma n’e zao ket diwarnan, ha ma n’eo ket skoret gantan. Ma teufe d’ezi pellaat dioutan, pe enebi outan e kollfe raktal he nerz gourc’hemenn ken buan ha ma tizec’h ar wazenn-zour pa