Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/247

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 200 —

baouez an eienen da redek. Al lezenn e leac’h beza eur benveg da zikour an dud ne rafe nemed o gwaska. Diskleriadur Gwiriou an den, embannet er bloaz 1789, hen lavar mat : « Ar pez a dle da glask mistri eur vro eo miret ar gwiriou a deu da bep den dre natur ha ne c’hell ket koll morse. Pere ? Ar frankiz, ar berc’hentiez, ar peoc’h hag ar gwir da enebi ouz al lezennou fall. "

Rak-se, d’ar re ne baouezont da lavaret : « bepred, e pep leac’h eo ret senti ouz al lezenn n’eus fors pehini eo », e€ c’heller respont difazi : « Ret eo senti ouz al lezenn, ya m’ar d’eo hervez al lealded ha mad an holl. » N’hon deus ket da blega hor penn dirag al lezenn evel ar baganed dirag o doueou faoz. Uhelloc’h eget al lezennou graet gand an den ez eus gwiriou all : gwiriou natural an den ha guiriou Doue ; hag i hepken ne c’heller ket terri, i hepken a zo intangibles, evel ma lavarer breman. Ha ma teufe ar Gwir, an dra gaer-ze, hag a c’han d’he zro an Dever, da veza eun dervez bennak henvel ouz paour keaz lezennou an dud, a vez aozet ha freuzet, skoulmet ha diskoulmet, evel ma lavare en amzeriou diweza-man, an aotrou kardinal Charost, en eur brezegenn da baotred yaouank skoliou-meur Lille, neuze an dud a gouezfe izelloc’h eget n’int bet biskoaz.

Met ar bed ne gouezo ket ken izel ; er bloaz 1790, ar C’houarnamant a c’hourc’hemennas senti ouz lezennou disleal ha mouga ar frankiz en deus an den da zervicha Doue en doare ma c’houlenn Doue beza servichet. Kristenien dispont, anaoudek eus o gwiriou, o deus savet o fenn da lavaret : nann. Chomet int start en o zav ; an dispac’herien n’o deus ket gellet o lakaat da blega ; skuilhet o deus o gwad kentoc’h eget nac’h o feiz. I o defe gellet ive lavaret d’ar re a oa an nerz a du ganto, ar c’homzou kaer a lavaras goudeze an Tad Monsabré en unan eus e brezegennou : « Gouarnamant, piou bennag out, republik,