Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/248

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 201 —

impalaer pe roue, ma peus ezomm eus va amzer evit mad an holl, kemer va amzer ; euz va arc’hant kemer va arc’hant ; e€us va labour, kemer va labour ; eus va gwad, kemer va gwad ; eus va buhez zoken, kemer va buhez. Met, ma c’houlennes diganen gwerza d’it va c’houstians, nann, nann, ne po anezi biken. Pa vo da c’hourc’hemennou hervez ar gwir hag al lealded, e plegin va fenn hag e lavarin d’it : fiat voluntas tua, ra vezo graet da volontez ; met pa vo ret d’in bresa va c’houstians, biken, birviken ne blegin va fenn, pe m’her plegan, n’her grin nemed eur wech… dindan bouc’hal ar bourreo. »

An den eurus Glaoda Laporte a oa eus gouenn an dud kalonek-ze. Ne voe ket e-unan ; kalz re all o deus difennet ar gwir gand eun hevelep kalon hag a dleer d’ezo eun hevelep meuleudi. Setu perak, hon deus kavet mat, araok peurgloza al leor-man, dastum hanoiou beleien an eskopti, (siouaz ! n’int ket bet kavet holl), a zo bet lazet evel an den eurus Glaoda Laporte, abalamour n’oa ket bet falvezet d’ezo ober le. Marvet int evit Doue hag an Iliz, ha dre o maro o deus diskaret lezennou, a lavared d’an ampoent o doa da badout da viken.


Beleien lazet e Karmez Paris d’an 2 a viz gwengolo 1792


Glaoda Laporte, eus Brest.
Nikolaz Verron, eus Kemperle.
Visant ar Rousseau, eus Kastelnevez-ar-Faou.
Hyasint al Livec, eus Kemper.


Beleien maro war ar chafod :


Fransez ar C’hoz, person Poullaouen.
Yann-Stefann Riou, Person Lababan.
Yann Habasque, kure Plourin.