Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —

vez, ar gwir, hag evito o-unan hepken, da zerc’hel kibel ha stoufailh (bains et étuves), a gemeras an hano a « Unvaniez mistri-perrukennerien, barberien, kibellerien ha stoufailherien kear Vrest ». O ardamezou a zo : eur berrukenn-zu kurunet e pers (azur) war arc’hant. Koulskoude ar varverien n’oant ket distag a grenn diouz ar vezeien ; chom a rejont c’hoaz dindan galloud mezeg kenta ar Roue. Heman a lake eur mezeg all a hanved e letanand da welet war bep kevredigez perrukennerien, da lavaret eo, evit miret ha difenn gwiriou an daou gorf-micher. Dre skrid, ar roue a verkas niver ar stailhou mestr-perrukennerien : kant evit Paris, dek evit Brest.

E-barz ar c’horf-micher ez oa meur a rummad tud. Da genta : ar mistri perrukennerien o devoa guir da eur stal hag he dalc’he o-unan ; d’an eil : ar re o doa gwir da eur stal ha ne zalc’hent ket anezi o-unan, rag, evit beza mestr labour e penn eun ti, oa ret beza bet deskard ha goudeze micherour touet ; d’an trede, ar vicherourien desket o labour ganto e ti eur mestr ; rag ar mestr hepken a c’helle kaout deskarded, hag an testeni a vicherour-touet ne veze roet nemet gand ar c’horf-micher ; d’ar pevare, an deskarded a jome da zeski o micher epad tri bloaz ; epad an amzer-ze, oant bevet ha lojet gand o mestr, met n’oant ket paet. Araog en em lakat da zeski e vicher, ar paotr a yea dirag an noter gand e gerent hag e vestr ; hag etre ar re-man e veze sinet neuze eun emgleo. Goude beza desket e vicher e tlie c’hoaz labourat epad daou vloaz e ti e vestr, met neuze e veze paet.

Nikun n’helle beza hanvet mestr, ma n’oa ket eus ar relijion gatolik, apostolik ha romen, hervez reolenn ar gevredigez. Ret oa ouspenn, goude beza gounezet an testeni a vicherour-touet, ober eur pez labour eus an dibab, a hanved an taol-micher pe ar mestr-pez-labour, ha kaout arc’hant awalc’h evit paea