Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

o fenn. Al letanand a c’helle neuze dougen reolennou nevez da lakat eün an traou ; setu petra c’hoarvezas d’ar 7 a viz mae 1720. Kenta mezeg ar Roue a lakeas e letanand da zougen eun urz a roe aotre « da bep marc’hadour ha da gement hini gouest da ober perrukennou er c’heariou tro war dro, da wont da ginnig o marc’hadourez e foariou hag e marc’hajou Brest », evit lakat perrukennerien Brest da gemeret muioc’h a boan gand o labour, ha da ober gwelloc’h perrukennou.

Awechou, holl dud ar c’horf-micher a veze galvet d’en em voda. Al letanand eo a dlie kas dezo eul lizerig d’o gervel d’ar vodadeg. Eno, al letanand a deue d’ezan ar renk kenta. An daou rener bras a deue goude, ha war lerc’h, dean ar vistri ; goudeze ar re gosa hag ar re all neuze pep hini hervez an amzer m’edo er c’horf-micher, hag hervez ar roll a veze staget ouz moger ar zal, evit miret na zavche trouz diwar benn rank pep hini. Al letanand, pe ar « prévôt » a oa ero da veza e karg, a lavare d’ezo evit petra oant bet galvet. Pep mestr ha pep micherour ne gomze nemet d’e dro, pa veze galvet gand ar grefier. An hini a gomze araog e dro en deveze eur skoed da baea.

Gouel ar gevredigez a veze miret da zeiz sant Loïz, 25 a viz eost. An Tadou Karmez a gane an ofern bred, hag eur servich bras antronoz, evit kement hini eus ar gevredigez aet d’an anaoun. Evit paea mizou ar gouel, mestr hag oberour a roe pemzek gwenneg. Eur banniel o doa ive hag a veze douget gant daou anezo e kement prosesion graet a parrez Sant-Loïz.

Erfin, hag an dra-man a zesko d’eomp pebez doare en doa ti C’hlaoda Laporte, ar vistri perrukennerien a ranke o stal beza livet e glaz, ha klozet gant sterniou, gwer bras warno. A zioc’h ar stal, daou blad gwenn a veze laket a-zistribil, hag eun daolenn houarn tano, livet ive ; ha war bep tu hano mestr an ti, ha bar-an-ti (enseigne). An daolenn a veze staget