Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —

dremen dre ar Ru Vras, e welas eur zoudard oc’h ober e varo da eun ofiser. Hag hen en ti raktal, ha goulenn digand ar zoudard e desteni micherour-perrukenner. Met mont a rankas er meaz ken buan ha m’oa deuet ebarz, rag ar zoudard hag an ofiser, hep lavaret grik d’ezan, a dapas peg en e ziouskoaz hag hen lakas prim war ar ru. Klemm a oe douget raktal dirag ar senesal en o eneb ; ha graet e oe prosez d’ezo. Barnet ha kondaonet, an ofiser hag ar zoudard a rankas eun dervez dont dirak bodadeg tud ar vicher evid ober o didamallou (faire des excuses) d’ar gevredigez, glazet dre an dismegans graet da unan eus he renerien, hag evit paea dioc’htu ken etrezo kant lur gaou ha kampi (dommages et intérêts).

An daou rener bras pa rankent dougen klemm a veze skrivet o lavarou gant tud al lez-varn. Awechou zoken eo farsus ar skrid anezo. Gwelit hoc’h-unan o doare en eur lenn an daou-man :

1° « Er bloavez 1738, d’ar 26 a viz du goude kreisteiz, ni, urcher, klasket gand an aotrou Loïz Laporte, rener-bras kevredigez ar vistri-perrukennerien a zoug testeni eus ar wirionez, hag a lavar eo anat, rak gwelet hor beus hon-unan, ez euz meur a hini e kear Vrest ha ne reont ket a forz eus reolennou ar berrukennerien hag eus al lizeri roet d’ezo gand ar Roue d’ar 6 a viz c’houevrer 1725, ha dre-ze, a ra gaou bemdez ouz tud ar vicher-ze o werza perrukennou nevez, o lamet ar baro hag o renka ar bleo… Bet omp hon-unan gant Loïz Laporte e ti eun aotrou hanvet Laforet ; n’oa nemed e c’hreg er gear, ha n’eo ket falvezet d’ezi na diskloza he muzellou, na kemeret he foan da zina ; met kavet hor beus diou aotenn, hano La Palme warno, ha graet gant Thomas, mestr-kounteller e Brest, troad unan anezo e korn gwenn, hag hini eben e koat ; eun tamm mean sklent da lemma aotennou en doa ive ; kavet hor beus ouspenn