Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/45

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 21 —

Martere ho pefe c’hoant anaout ha paet mat oa ar perrukennerien en amzer-ze ? Pa gouste ar c’hig eiz gwenneg al lur, hag an eog daou wenneg, ar perrukenner brestat a gemere eur skoed evit kempenn ha renka ar bleo, nemet rei a rea war ar marc’had ar ruban d’o skoulma. Lakomp neuze e c’halle Laporte kempenn o fenn da dri epad e zervez, an dra-ze rea bemdez talvoudegez ugent lur gig pe bevar ugent lur eog, goude tenna er meaz priz ar ruban a veze roet war ar marc’had, peadra da vaga aes eun tiegez ha pa vefe trizek krouadur ennan evel a oa enn hini Laporte.

Ouspenn-ze, gounit a rea ive gand e genwerz gwin a zalc’hent daou-hanter e vreur hag hen. An dud zoken a greskas da zont da brena d’e di rag er bloavez 1750, war baperiou an amzer, eo douget evel marc’hadour gwin a vras. Gouarnet ervat evel ma ’z oa, e genwerz a roas d’ezan gounidegez bras ha zoken… priejou d’e verc’hed yaouank. Dre ganol ar C’hreisteiz, kleuzet gant Riquet er bloavez 1681, e oe gellet digas betek Brest gwin al Languedoc kavet ken mat gand ar vartoloded. War Diellou (archives) an amiraled, eo douget ec’h en em gavas gwin da Laporte eus Narbonne.

Marc’hadourien ar vro-ze a deuas niverus da Vrest, ha setu aze penaos Laporte a reas anaoudegez gant gwinierien Castelnaudary, ha dreist holl gant familh an Anthony. Ar re-man a oa ar ouenn anezo genidik eus eskopti Sant-Papoul, hirio stag ouz eskopti Carcassonne. Daou baotr yaouank eus ar familh a deuas da Vrest war dro ar bloaz 1739. Ar c’hosa, Papoul Anthony, a zimezas da hanter-c’hoar Glaoda Laporte, Anna-Maria Le Bret ; hag ar yaouanka, Alexandr, d’e c’hoar Helena Laporte, er bloavez 1758. Alexandr Anthony hag Helena Laporte a zo deuet da c’houdevez da veza tad kun ha mammgun d’an aotrou Anthony, hirio skoazellour ar mear