Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/47

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 23 —

fent biken dougen eur « zetans » a enep tud savet ken uhel ; chom a reas eta an traou evel diagent.

Evid ar pez a zell ouz mamm Glaoda, an dimezell Anna Macé, pried d’an aotrou Laporte, (evelse eo hanvet war an holl baperiou), awalc’h eo anaout e oe mamm da bemzek krouadur evit gouzout pegen aketus oa d’he deveriou, ha pegen bras oa he fizians e Doue. Unan eus he faotred a roas d’an Iliz, ar pez a zesk sklear oa eur vamm kalonek ha start en he feiz.

Ar veleien a hell rei testeni eus a gement-man. Pegen aliez n’eo ket bet taolet had ar velegiach en o c’halon gand eur vamm leun a zoujans Doue. Mat da bedi evit he bugale dirag ar Werc’hez, mamm Jesus ar Beleg eternel, ar vamm gristen a anavez brasder ar velegiach ; klevet a ra mouez Doue, mouez an Iliz o c’houlenn diganti unan eus he hugale, hag evel Mari e ro he asant en eur lavaret : Ra vezo graet bolontez Doue.

Nebeut awalc’h a dra hor beus da lavaret diwar benn Anna Macé. He ziegez a c’houarnas, hag he bugale a gelennas gand ar brasa aked. Evelse e kasas an traou da vat egiz ar vaouez « krenv » a gomzer anezi el Leoriou santel.