E ru Rosankoat, skol Ambroaz an Dresec, boumbarder, feuriet (taxé) pemp real nemed unan.
Er ru-ze ive, hini an aotrou Daniello, trizek real ha daou ; hag hini an aotrou Barthélemy Gallois, eiz real.
E ru an Or, hini an aotrou Yann-Loïz Postec, trizek real ha daou.
E ru ar Parc, skol an intanvez de Fontaine, seiz real nemed unan.
E ru ar « Gommunauté », hini an aotrou Thomas Cloarec, trizek real ha daou ; hag hini an aotrou Per an Hir, eun hevelep priz.
Ar gelennerien, pe vistri skol, evel m’int hanvet war an diellou, o deveze eun tammig gwerz digant kerent ar vugale a oa e skol ganto ; pegwir ar pebr, ar sukr, hag ar goulou o deus talvoudegez, daoust n’eo ket disprizus rei an deskadurez evit netra da dud hag a zo gouest d’he faea ; ha n’eo ket he lakat e renk an dour hag an avel, a zo traou ha ne goustont netra.
Hag ar beorien neuze ? ha piou o skolio ? rak peorien a oa en amzer-ze evel breman : « bez e vo peorien bepred en ho touez. » Alies n’o deus ket a beadra da brena o zammig bara ; ret eo koulskoude, ouspenn magadurez ar c’horf, rei bara ha magadurez d’o spered dre ar gelennadurez. An Iliz en amzer-ze a deue d’ezi en em garga eus an oberou a drugarez, rak deogi (lever la dîme) a helle, ha diskarget oa eus an tailhou. Savet he doa daou glanvdi (hôpitaux) e Brest evid ar beorien, unan war barrez Sant-Loïz, hag eun all, war barrez Sant-Salver. Ne ankounac’heas ket ken nebeut ar vugaligou dizanvez. Rei a rea d’ezo skoliou evit netra. An Tadou Karmez a skolie paotred Sant-Loïz, hep goulenn eur gwenneg diganto, hag an Tadou Kapusined a rea hevelep tra e parrez Sent-Salver.
D’ar baotrezed ezommek e veze graet skol evit ne-