Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/56

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 32 —

an « teoloji ». P’en devez graet tri bloaz war ar skiant-man, e vez beleget, ha pa vet peurc’hraet e zeskadurez e kenver Doue hag ar feiz, eo da brezek ha da gofez e vez kaset.

Glaoda Laporte a oe galvet da zont da Baris pa echue ar bloaz 1756. Karget e oe eus ar c’houec’hvet klas, er bloaz 1757, eus ar pempet er bloaz 1758, eus ar pevare er bloaz 1759 e skolach « Louis le Grand ”. Er bloaz 1760, e kavomp anezan e skolach Orléans, karget eus an trede klas. Bloaz goude, eman en eil, hag edo nevez pignet e kador ar « retorik » er bloaz 1762 pa zavas ar barr arne a ziskaras Urz an Tadou Jezuisted.