Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/59

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEMPET PENNAD
————


Urz an Tadou Jezuisted diskaret
————


Ar C’hallaoued o deus eur spered berboellik, douget bepred da heja pe da ziskar (muioc’h avat dre froudenn eget dre gredenn-start) kement tra a zo santel ha meulet. Mar deus bet e peb amzer kristenien birvidik e Bro-C’hall, e peb amzer ive, o deus kavet dirazo enebourien prest da zevi ar pez a zoujent.

Pa rene Loïz pevarzek, ar « Jansenisted » hag ar « C’hallikaned » oa an enebourien-ze ; nemet keit ha ma vevas ar roue bras, n’hellent ket sevel o fenn ; e zourn, evit doare, a oa kalet evel an houarn. P’o deveze c’hoant ingala o gevier etouez an dud, eo dre guz e rankent hen ober. Er c’hiz-se ec’h en em skignas al lizeri, hanvet « Provinciales », skrivet gant Pascal eneb ar Jezuisted, hag o deus lakeat war dal an hini o skrivas eur merk iskis ha mezus, ha n’eo ket prest c’hoaz da veza lamet, kaer a vo.

Pa vankas an dourn kalet ha nerzus, e savas war an trôn eur roue re yaouank evit gouarn dreizan e-unan ha ret d’ezan klask unan bennak d’hen skoazella, ar pez a zo eur gwall abeg enn eur rouelez (royauté), a lavar an aotrou Maurras e-unan. Raktal, enebourien ar feiz a zavas o fenn. Kerkent eun urz leaned a zavas en o eneb, leaned hag a helle dre o gouiziegez hag o furnez harpa outo ha sevel dirazo evel eur voger arem gouest d’o diarbenn. Ar Jansenisted, war o

4