Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/60

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —

meno, a oa striz meurbet an traou ganto ; ar Jezuisted avat en em harpe muioc’h war Doue hag e drugarez hep muzul ; ar C’hallikaned a oa douget d’en emzistaga diouz ar Pab hag ar Jezuisted a rea le da zenti outan bepred. Eneb an dud o doa en em vodet en eur gemeret an hano lorc’hus a « Filozofed », an Tadou a zavas skolachou dre bevar c’horn Bro-Chall, hag a roas enno eur gelennadurez ha n’he deus ket he far da gement den yaouank eus ar vro, koulz lavaret : « En amzeriou-ze, a lavar eun huguno (protestant), Schell e hano, e voe eun emgleo etre ar Jansenisted hag ar Filozofed, pe da vihana, o veza m’o doa eun hevelep mennad, e labourent gant kement a unvaniez ma voe leac’h da gredi oant en em glevet. Ar Jansenisted, war digarez eur garantez birvidik evid ar Relijion, hag ar Filozofed, d’ezo, war o meno eur garantez birvidik evid an dud, a boanie da ziskar galloud ar Pab… Evit dont a benn eus o zaol e oe dister d’ezo pellaat an Tad Santel diouz ar re n’o doa ken youl « nemet da harpa kador Sant Per, kousto pe gousto, o lamet digantan ar skoazel a hellent da rei d’ezan, da lavaret eo, an Tadou Jezuisted. Setu aze penaos e c’hanas ar gasoni vras o deuz kalz a dud outo atao en hon amzer. Lod anezo e gwirionez, o veza bet re zieves ha re skanv a benn (affer Lavalette) a roas armou da waska an Urz. Gwasoc’h c’hoaz, ar brezel graet d’ezo a blijas d’ar bobl. »

Loïz XV, pa bignas war an trôn a glaskas enebi ; ar prins a ouezas marteze difenn an douarou en doa bet digand e dad-koz, met ne gavas ket an tu eveldan da ren war ar sperejou. Ne gredas ket beza roue e amzer, hag eo Voltair a laeras digantan an hano skedus-se. Voltair, skoliet gand ar Jezuisted, en em blije o rei meuleudi d’ar re a oa bet e vistri gwechall. Biskoaz n’en dije kredet o dilezel evit mont a du gand ar C’houarnamant, hag ar Jansenisted a oa ken rog an tamm anezo, ha ken kalet outo o-unan, ya war o meno, ma