Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/63

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


C’HOUEC’HVET PENNAD
————


Glaoda Laporte ne fell ket d’ezan toui eneb e goustians
————


Gwechall, en urziou koz, evit beza lean pe vanac’h n’oe nemet diou bazenn da zevel. War ar bazenn genta, oac’h « novis » ha war an eil « profès » da lavaret eo, ne vezec’h digemeret en urz evit mat, nemet goude beza gedet bloaz pe zaou. An « noviciat » eur wech peurc’hraet, ec’h en em roed da Zoue dre ar gouestlou. Hogen, bez ez euz daou seurt gouestlou : troiou, an I1iz, en eur zigemeret anezo, a felle d’ezi e vent graet evid atao, ha gand ar muia m’oa possubl a ereou evid an hini o grae : neuze e save etre an Iliz hag al lean eun emgleo hag a zalc’he diouz an daou du : al lean a en em ro d’an Iliz, hag an Iliz d’he zro a en em garg d’en digemeret, da rei d’ezan magadurez, da veza mat outan evel pa vije mab an ti, hervez reolenn an urz en deus dibabet evit mont ennan. O veza m’oa lezennou an Iliz anzavet ha diwallet gant mistri ar vro, al lezennou graet gand ar re-man a deue da starda muioc’h c’hoaz an ereou a stage an Iliz ouz al lean. Ar gouestlou graet en doare-ze eo ar gouestlou bras. — Troiou all ar gouestlou a zo disterroc’h ; hanvet int neuze gouestlou bihan pe vunut. En dro-man al lean en em ouestl adarre da Zoue, nemed an Iliz ne gemer ket e kenver al lean kement a gargou evel en dro