Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/65

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 39 —

c’hraet e studi e doare ha gellet kaout, goude an enklask diweza, teir mouez war beder a du gantan, digand ar re a oa karget evid ar wech diweza da anaout e ouiziegez war skiant ar Furnez ha skiant Doue, neuze e raio e ouestlou bras. Pevar zo anezo : gouestlou ar baourentez, ar glanded, ar zentidigez, hag ouspenn, ar zentidigez ouz Hon Tad Santel ar Pab war gement tra a roio d’ezan da ober. P’en do graet ar gouestlou-man en eur c’hiz skedusoc’h eged en dro genta, e kemero eun hano nevez, hag e vo hanvet « profès ». An nep n’eo ket bet kavet mat da ober ar gouestlou « solanel » goude beza poaniet d’en em renta din d’o gober, a vezo dalc’het er gompagnunez evel « coadjuteur » gand e ouestlou munut. E bedennou hag e oberou o devezo talvoudegez evid an holl genvreudeur.

Al liammou a stag ar « profès » ouz ar Gompagnunez a zo ken krenv ma vo ret kaout tamallou eus ar grevusa araog e lakaat er maez, ha ma teu d’ezan kuitaat, e ranko derc’hel d’e ouestlou en eur zistrei er bed ; e leac’h ar « c’hoadjuteur », hag ar studier pe « skolastik » eur we€ch aet er maez pe dre urz, pe gand aotre e brioled, a zo diskarg diouz pep tra.

Sant îgnas a reas evelse eur reolenn urz hep he far evid e genvreudeur. Biskoaz ne oe gwelet e nikun eus an urziou all dale kement da ober ar gouestlou bras, hag abaoue, nag urz, na breuriez n’o deus kemeret skouer penn da benn diouz ar reolenn-se ; meur a hini koulskoude o deus kemeret skouer diouti en eun draik bennak. E kalz breurieziou merc’hed, e reer an trede bloavez « noviciat ». Breudeur ar skoliou kristen o deus kavet meur a dra vat enni ive ; ha Lezenn an Iliz azc’hraet a nevez-so (le nouveau Code) a denn d’ezi ive, rak kemenn a ra d’ar breurieziou a vez graet enno gouestlou « evit atao » (perpétuels), ober ar gouestlou bihan da genta, ha tri bloaz goude hepken ar gouestlou bras pe « solanel ».

Sklerijenn eus an traou-ze, tennet ger evit ger koulz