Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/70

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

Loïz Laporte hag an dimezell Anna Macé o doa roet d’an Aotrou Glaoda Laporte o mab, epad e vuhez penn-da-benn, evel gwir da veza beleget, perc’heniez an douarou a zo displeget an doare anezo uhelloc’h, hag a zo diouz ferm gant Fanch Carré hag Herve Herry e vab-kaer, hervez al lizer-ferm graet d’ar 24 a viz here 1758, gant Gourhaut, noter ar Reguair e Gouesnou, evesaet e Brest antronoz gant mab Merlier ; o deus da veza paet bep bloaz da c’houel Mikeal c’houezek lur ha pevar-ugent. Perc’hen eo ive d’an hanter eus an tammig douar bilen (bien roturier) hanvet Kergrac’h, a vo pelloc’h displeget an doare anezan, diouz ferm ive gant Yann ar Roux hag e vab-kaer, o deus bep bloaz da baea tri skoed hervez al lizer-ferm graet d’an 20 a viz kerzu 1758, gant Juel, noter douarou markis Keryann, eveseet evel m’eo dleet e Kastel-Paol d’an eil a viz genver war lerc’h. » — Maner Coatriou, o veza m’oa war douar nobl, a oa tri ziner da baea diwarnan. Ar baeamant a ranked da ober e Kastel-Keryann, d’an deiz kenta ar bloaz, dindan boan da rankout paea eur gwanerez (amende).

Glaoda Laporte a yeas da Gastel-Paol gand e baperiou evid o diskouez d’an Aotrou ’n Eskob, Gouyon de Vaudurant, neuze e penn eskopti Leon. Goude enklask hag eveserez, ar prelad a reas d’ezan e gern (tonsure), e chapel e eskopti, d’an 8 a viz gouere 1762, hervez ar skrid-man goudoret etouez Diellou an Departamant : « Joannes Ludovicus Gouyon de Vaudurant, miseratione divina et S. Sedis apostolicæ gratia, episcopus comes Leonensis, Regi ab omnibus consiliis, notum facimus universis præsentes inspecturis, quod, nos die diei datæ præsertim in sacello palatii nostri episcopalis dilectum nobis in Christo Claudium Antonium Rodolphum Laporte, filium legitimum Ludovici et Annæ Mace conjugum e parochia S. Ludovici civitatis Brestensis nostræ diocæ-