Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/84

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —

vet da zikour ar vartoloded pa veze da rei beac’h war zouar.

Eur wech peurc’hraet al labour-ze ganto, Loïz XIV ha Colbert a zonjas kelenn war o micher ofiserien al listri. Kompagnunez ar Gwardou war vor, savet gant Richelieu a voe nevezet ; nemed e leac’h heul bepred an amiral, he oe rannet e diou lodenn, ha kaset pep hini anezo da unan eus daou borz brasa ar rouantelez, unan anezo er Sao-Heol hag egile er C’huz-Heol. D’ar 24 a viz kerzu 1669, an aotrou de Cajac, kapiten e rejimant Gwardou-Bro-C’hall, a oe hanvet kapiten Kompagnunez ar Gwardou war vor. Kerkent ha miz genver 1670, eur maread tuchentil, ha mipien a diegez vat, mall ganto, a deuas d’en em ginnik da gear Brie-Kount-Robert, el leac’h ma tlie beza savet ar Gompagnunez. An Aotrou de Cajac ne gavas ket an holl mat da veza kemeret ; ober a reas eun dibab eus ar re strisa. Pa oe graet e strollad, ez oa enni 175 den, hag e rannas anezi e diou lodenn : unan a oe kaset da Doulon, hag eben da Rochefort. Digouezout a rejont an eil hag eben en daou borz mor en eur c’hoari gant taboulinou ha bombardou. Er bloaz 1682, e oe savet eun trede lodenn, hag houman a oe kaset da Vrest.

Ar Gwardou war vor a ranke beza eus Bro-C’hall, hag ive beza katolik ha dijentil, kaout da nebeuta c’houezek vloaz ha da hirra pemp war-nugent. Keit ha ma choment er porz, ar gwardou a ranke bep mintin, da c’houec’h eur epad an hanv, ha da seiz eur epad ar goanv, digouezout el leac’h merket evit klevet an ofern ha mont ac’hano d’ar porz da zeski o micher. Epad div eur, e veze desket d’ezo skriva, linenna, konta, ober kreou (fortifications) hag anaout diouz ar mor. Goudeze, e tremenent en eur zal all, hag eno e teskent dansal, ober binviou brezel, embrega ar pik (manier la pique), ha kement tra gouest da ober anezo tud iziliet ha dournet mat. Goude kreisteiz, da eun eur, e krogent en o mousked evit deski tenna hag