Pajenn:Sarmoun great var ar maro a Vikeal Morin - Guilmer.djvu/32

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 32 )

Diana, ſoupçoni ſo dleët
Oa gant e vaguerez chenchet,
Pa zoa ganet evit ober
Traou quer burzudus ha quen caër
Pere ſo tout mercou patant
N’oa quet an den-ſe païſant ?
Netra certen ; ma vige ive ?
Me ïa da brouv deoc’h quement-ſe ;
Hac etre daou c’huezomp hor fri
Ma zaïmp neuſe dioc’h-tu ganti.
Chetu aſe ar poënt quenta.
Den a ell caout abec ennâ ?
Ne gredàn quet e ve ganet,
Hac er fond ive n’en deus quet.
Mæs abars commançz a nevez
En dra m’ameus amſer ivez
Me a ïa da vont da ſcriva
Un De profundis evintâ.
Ha c’hui ive, banden ezen,
Criit quen na faout’ho corzen,
Pa n’ouſoc’h ho De profundis :
Sant Morin, ora pro nobis.
Me ïa d’azeza em c’hador
Ha da vont var don an histor.