Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/112

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


I


MIZ GENVER.


663

Ann armanach ne lar ket gaou :
Pa ve erc’h ’ve gwenn ann traou,
Pa ve avel fich ar bodou,
Pa ve glao ’ve vil ar poullou.

664

Miz Genver,
Kalet pe dener.

665

Miz Genver, hirio vel kent,
A ziskouez eo hir he zent.

666

Pa ve tremenet dent Genver
E ve diskouloc’h ann amzer.

667

Ne vezo ket leun ar zolier
Mar bez heol tomm da viz Genver.

668

Gwell eo gwelet ki en kounnar
Evit heol tomm e miz Genvar.

669

Aliez ar wenn reo
A zeu araog ar glao.

670

Reo gwenn war ar c’hresk,
Amzer gaer hafresk.

671

Reo gwenn war loar nevez
A denn d’ar glao aliez.

672

Reo gwenn en diskar,
Amzer c’hleb hep mar.

673

Pa vez ann erc’h war ann douar
Ne vez na tomm na klouar.