Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/114

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —
674

Re a erc’h, re a gerc’h,
Re a skorn, re a zegal.

675

Pa skorn ann dour en ti,
A koll ar c’herc’h he fri.

676

Pa varv ar gerc’hen gand ar riou,
Unan a chomm a dalv diou.

677

Genvirig a lavar
Ez euz vi gand ar iar.


II


MIZ C’HOUEVRER.


678

Hanter-Genver eun eur a hed,
Da c’houel Chandelour diou abred.

679

Da chouel ar Chandelour,
Deiz da bep micherour,
Nemet d’ar c’hemener
Ha d’al luguder.

680

Da c’houel Varia Goulou,
Kuzet ar c’hantoleriou
Ha torret ar c’higelou ;
Hanter-greun, hanter-bloaz,
Ann had diaveaz,
Ann ozac’h en eaz.

681

Miz C’houevrer a c’houez, a c’houez,
Hag a laz ar voualc’h war he nez.

682

Gand dillad tomm ha bevans mad
Pep miz goanv zo deread.

683

Da c’houel Mathiez,
Vi e reor ann houadez,
Hag ar bik a choas he barez.

684

Tremenet gouel Sant Mathiaz,
Ann heol d’he liv, ann dour d’he flaz,
Ha lezenn ann hent da vean glaz.

685

Genver a garg ar foz,
C’houevrer hen dalc’h kloz.

686

Avel gevret, da ziwada moc’h
Diwallit ho kountel gan-e-hoc’h.