Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/140

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


I.


841

Al labourer a viskoaz
A zebr eur garg douar ar bloaz.

842

Goasa tra a hell hen hem gaout gad eur merer eo klevet killok he vestr.

843

Bleo gonifled, plun klujar,
N’int ket mad da stuia douar.

844

Iannik a vil micher a varvaz gant ann naon.

845

Eur micherour dioc’h ann deiz
A garfe ve noz da greisteiz.

846

Matez nevez da di pa zeuio
Kement a teir a labouro.

847

Glao a dol, avel a c’houez,
Da ober joa d’ar vatez.

848

Foeta fank ha foeta drez
Eo micher eur paotr lakez.


II.


849

Eur c’hemener n’e ket den,
’Met eur c’hemener ne-d-eo ken.

850

Nao c’hemener evid ober eun den.

851

Neb a lavar eur c’hemener
A lavar ive eur gaouier.

852

Kemener brein,
’Nn diaoul war he gein.