Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/154

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 140 —
904

Me ho salud, grubuill verrienn ;
Me ’zo deut da zigass d’hec’h ann derrienn,
Eun tamm bara hag eur vi,
Ne c’houllan ken he c’hrena mui.

905

Salud d’e-hoc’h, burlu givenn,
Me a zo deut d’ho tispenn,
Evit m’am lakafet iac’h,
Rak klanv oun gand ar pennzac’h.

906

Ar penn a zac’h er zac’h,
Ma fenn er-meaz ha me iac’h.

907

Salud, loar gan,
Kass ar re-man
Gan-ez ac’han.

908

Ar Werbl hen deuz nao merc’h :
Deuz a nao a deu da eiz,
Deuz a eiz a deu da drei,
Deuz a zeiz a deu da c’houec’h,
Deuz a c’houec’h a deu da bemp,
Deuz a bemp a deu da bevar,
Deuz a bevar a deu da tri,
Deuz a dri a deu da zaou,
Deuz a zaou a deu da unan,
Deuz a unan a deu da netra.
Ar Werbl n’hen deuz ket merc’h ebet.

909

Denedeo, dened’ec’h,
N’e ket ama ema da lec’h,
N’e ket ama nag e neb lec’h.
Pa ’z po treuzet nao mor, nao menez,
Nao feunteun a drugarez,
E gavi eun dachennik c’hlaz,
Hag eno ema da blaz[1].

910

Tro, pe me az troio :
Erru eo karr ann Anko !
Ourlik ! Ourlik !

  1. Var. Deredewez, ’dewez tec’h,
    N’e ket aze man da lec’h.
    Bars eun torkadig lann zec’h,
    Seiz park euz ar mene,
    Ter fantan a drugare,
    Lec’h na glewi kog o kana,
    Bugel bihan bed o oela.

    Var. Dartre (furoncle, herpès etc.), va-t’en loin d’ici !
    Ce n’est en ce lieu qu’est ta place.
    (Elle est) dans un buisson d’ajoncs desséchés,
    Sept champs de la montagne,
    Trois fontaines de merci,
    Où tu n’ouïras coq chanter
    Non plus qu’enfantelet pleurer.

    Cette version a été recueillie par mon ami M. Luzel.