Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —
62

Prena keuneud ’zo re zivezad
Pa vez red c’houeza er biziad.

63

Aliez euz a furnez
A zeu ar gorregez.

64

En noz e kemerer ar ziliou,
Dale a ra vad a-wesiou.


VI.


65

Va mab, re goz ann douar evid ober goab anezhan.

66

Beg ar zouch, beg ar vronn,
Gand ho daou e vevomp.

67

Tri veg ’zo o soutenn ar bed :
Beg ar vronn, beg ar zoc’h,
Hag ar beg all ’vel ma ouzoc’h.

68

Diwar breac’h al labourer ’ma ar bed holl o veva.

69

En douar fall ’ma fall ann ed.

70

Al louzou fall a drec’h atao.

71

Gwell eo ijin eget nerz.

72

Dre balat sounn
Ez a ar c’hlaz dounn.

73

Douar askol, — douar ed ;
Douar raden ne-d-eo ket.

74

Douar treaz, — douar ed ;
Douar brulu ne-d-eo ket.

75

Douar meinok,
Douar greunok.

76

Diwar ann treuz-ieod e vez ed,
Diwar ann onkl na vez ket.

77

Gand ar prajou ez eo a vager al loened,
Al loened a ro teill hag ann teill a ro ed.

75

Pa vez ker ar bleud
A vez kezek treud.