Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/32

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


I.


95

Didalvez eo ha koll amzer
Diski ar mad hep hen ober.

96

Ober vad pa c’helli,
Droug a ri pa gari.

97

Sell petra ’ri.

98

Kalonek a drec’h peb tra.

99

Hep stourm ne vezer ket treac’h.

100

E ranker neun pe veuzi.

101

Ober ha tevel.

102

Pep tra evit Doue.

103

Mervel da veva.

104

Den a galon a zo doujet.


II.


105

A skiant hag a goantiri
Eo pinvidik ’walc’h pep-hini.

106

N’euz den ebed war ann douar
Na gav en tu bennag he bar.

107

E pep tra a glask peb den
Tenna begik he spillen.

108

Ar c’hamm
A wel he damm.