Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/42

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —
176

Goude c’hoarzin e teu gwela,
Goude c’hoari huanada.

177

Re diouz vintin nep a c’hoarzas
Barz ann noz aliez a welas.

178

Goude ann enkrez
E teu levenez.

179

Gant ann amzer hag ann avel
Ez a pep anken war ho diouaskel.

180

Biskoaz glao n’euz gret na dawfe,
Avel-greon pini na gouezfe.

181

Itron Varia-Druez hag ann Aotrou Sant Per
A ro d’ar gwall zaout kerniel lerr.

182

Gwell eo dougen ar groaz eget he ruza.

183

Ne euz droug na zervich da vad.

184

C’hoant Doue ha c’hoant den a zo daou.

185

Doue had ann ed en douar,
Ha Doue hen dastum pa gar.

186

E-leac’h ma oa ann erv er bloaz-man, e vezo ann and er bloaz a zeu.

187

Koz ha iaouank, ha da bep oad,
Ann Ankou ’zeuio d’ho falc’had.

188

Eun den krenv, — eun den krevet ;
Eur baleer braz, — eun den brevet ;
Eun neuier-kaer, — eun den beuzet ;
Eun tenner-mad, — eun den lazet.

189

Gad Doue ema ar madou ;
Sachit war-n-ho a grabanadou.

190

Ar goustians gant he tik-tok
A zo kloc’hik Sant Kolledok.

191

Ar bodennou ho deuz daoulagad.

192

Gwell ve gan-in mervel mil gwech
Evit koll ma enor eur wech ;
Rak ma enor, pa ve kollet,
Evit he glask n’hen c’havinn ket.

193

Red eo muzula aznaoudegez gant ann troadad mad-oberiou.