Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/50

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —


II.


217

Pred fall ha pred mad
A zalc’h eun tiegez en he stad.

218

Beza ’zo tri seurt beva : beva, bevaïk ha bevettez.

219

Souben ar c’hik hag irvinen
A ra d’ar vatez teir chiken.

220

Souben ann tri zraïk :
Dour, c’hoalen ha baraïk.

221

Kement ’zo fall
A gar ar zall.

222

Tammou bihan hag aliez
A garg ar c’hof ha pa ve diez.

223

Avalou douar da gwalc’h
Hag ar c’hik just awalc’h.

224

Ar pez a ra d’ann dridi beza treud,
Kalz emaint war neubeud.

225

Kerc’heiz a lez pesk bihan
A zebr melfeden d’he c’hoan.

226

Fars forn
A vez debret gant ann dorn.

227

Ann hini ’zebr stripou
A zebr kaoc’h a-wesiou.

228

Mad eo leaz dous, mad eo leaz trenk,
Ha mad da bep-hini gouzout chom en he renk.

229

Tri seurt tud a laka amann war ho bara : ar veleien, abalamour ma-z-int sakr, ann duchentil, abalamour ma-z-int nobl ; hag ar païsantet, abalamour ma-z-int sod.

230

Gwadegen evit gwadegen pa vo lazet ar moc’h.

231

Ann hini a zebr avalou poaz
Birviken askorn ne gac’haz.

232

Eur sprec’hen a zebr aliez kement hag eur marc’h mad.

233

Braz al labour, — bihan ann dibri.

234

Marc’harit Milimaout,
Deut dre ama gand ho saout :
Kig ha fars a zo er pod,
Deut dre ama hag ho po lod.