Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/54

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —
249

Bron goret hag askorn torret,
Gwasoc’h ’vit ar werbl na euz ket.

250

Ar c’hlenved a zeu war varc’h, hag a ia kuit war droad.

251

Da zistaga ar c’hlenved
Eul louzou divezad n’hen deuz galloud ebed.

252

Ann hik, iec’hed da vihannik,
Ha da gozik, marvik.


V.


253

Ann hini a ziwall sec’hed
A ziwall iec’hed.

254

Nemet sec’het pe naon a pe,
Na zebr tamm na ne ev banne.

255

Ev da win pur ha souben tomm,
Ha pep hini diouc’h da ezomm.

256

Muioc’h a dud a laz ar gwin
Evit na bare ar medisin.

257

Neb ’zo re vignoun d’ar gwin mad
’Zo enebour da vab he dad.

258

Aotrou Personn, deut afo,
Ar foerellik eo a zo.
Aotrou Personn, deut d’ar red,
Ar foerellik na ehan ket.

259

Ann neb hen euz evet a evo.

260

Ann neb a gar re ar gwin
A ev dour a-benn ar fin.

261

Digant mignoun eo well kaout dour
Evit gwin digant traïtour.

262

Bezit atao kuzet oc’h eun den mezo,
Rak ar pez a oar ann holl her gwezo.

263

Eur zac’h dizere eo.

264

Ar c’hillok. — Erru ann oac’h d’ar ger.
Ar c’haz. — Hag hen meo, meo, meo.
Ar c’hi. — Atô, ’tô, ’tô, ’tô, vez [1].

  1. Ce dicton, qui est tout un petit tableau de genre, a de plus le mérite d’offrir un exemple des curieux effets d’harmonie imitative que les Bretons se plaisent à tirer de leur langue.