Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/82

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —
429

Kaout boutou berr.

430

Kaout marc’h rouz.

431

Kaout marc’h Hamon.

432

Marc’h Hamon ’zo eat da Vrest
Dishual ha digabestr,
War ar vein, war ann drein,
Hag ann hini goz war he gein.

433

Kuzul greg hag heol abred
Gwez a vent mad, gwez na vent ket.

434

Daonet a vo ma c’hiez…
Lavaret n’e ket diez.

435

Da c’hrek vad gwella gwisiegez
Eo gouarn mad he ziegez.

436

Da vont da zougen ar Werc’hez
E ranker prena dantelez.

437

Bez fur, pa n’oud koant,
Diskouez ez peuz skiant.

438

Greg a labour en he zi
Ne vez kals hano anezhi.

439

Gwell eo eun dorz-vara war ann daol evit eur mezelour war ar prenestr.

440

Gwelloc’h pensell evit toull.

441

Gwell eo eur guden mad-nezet
Evit na eo eun ti skubet.

442

N’euz tiegez
Hep buanegez.

443

Pa vez kouez, dorniat, arat,
Ema ar vreg en hi loariat ;
Pa vez forniat, iod ha krampoez,
Penn ar vreg triflet a vez.

444

Eur c’hoari gaer e vez e ti
Mar euz kigel o komandi.

445

Elec’h ma vez eur c’hillok ne gan ket ar iar.

446

Pa vez brasa ar brezel e vez tosta d’ar peoc’h.

447

N’euz baz spern na baz lann
Evit harpa oc’h baz Iann.