Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/84

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —
448

Pa ez pezo tanveet ar zouben, te he c’havo mad.

449

Dalc’h-mad, Iann !
Te vo duk e Breiz.


VI.


450

Tog pe boned ’zo gan-e-hoc’h,
Tres eun dogan ’zo war-n-hoc’h.

451

Iann-Iann ! Iannik-Iann !
Iann diou-wech Iann !

452

Iann eo,
Iann e vo.

453

Ema va lod e peb-hini
Kent am bezo bet va-hini.

454

Ema va lod e kant
Ken am bezo bet va c’hoant.

455

Na eo ket brao
Beza dogan,
Pa ve bazado
Goude koan.

456

Dogan hag a oar
A ia rag enep d’ar c’hloar ;
Dogan ha na oar ket
N’hen euz baradoz ebet.

457

Ac’hanta, Iann al Leue !
Paket out bet adarre.


VII.


458

Pa vez ann avel e gevret,
A zav c’hoant c’hoari d’ar merc’het.
— Fors d’ann avel beza pe roud,
Atao emaint e goud.

459

Ar ralla tra a ia en hent
A zo eur pe-moc’h hep roc’hal,
Eur c’hi hep trotal,
Diou vaouez hep kaozeal.

460

E-leac’h ma-z-euz diou vaouez e vez marc’had, eleac’h ma-z-euz tri e vez foar.