Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/92

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —
482

Iac’h evel ar beuz,
Kemet mempr hen euz.

483

E teui da vad mar kar Doue.

484

Pa deu Iann
E teu he rann.

485

Bars er vro
Meur a Vari a zo.

486

N’euz nemet eur banne dour
E-tre neat ha loudour.

487

Ar bugel a ra goab euz ar re goz
Ne-d-aio ked d’ar baradoz.

488

Easoc’h eo plega planten
Evit n’eo displega gwezen.

489

O drouk-ifourna
E reer kornek ar bara.

490

Ober strakla he skorjezik
Ne dastum ket kezek spountik.

491

N’e ket gand eskern
E taper al lern.

492

Ann hent hag ar zamm a zigass ar marc’h ebarz.

493

Marc’h a reud ouc’h ar c’hentrou
A ra gaou bras d’he gostou.

494

Ki treud,
Lost reud.

495

Ki skaotet, hen euz aoun rag dour klouar.

496

Ki skaotet
A dec’h rag dour bervet.

497

Ar c’haz a vourr o logota,
Hag ar c’hi o koulineta.

498

N’e ket red kaout skeul d’ar c’haz
Evit paka logod pe raz.

499

Eun dra ha n’eo bet gwelet biskoaz,
Eo eun neiz logod e skouarn eur c’haz.

500

Al logodenn n’e deuz nemet eun toull a vez paket abred.

501

War-dro ar moc’h
E vez soroc’h.