Pajenn:Son neve voar sujet bro an aour c'hanvet er C'haliforni.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


SON NEVE
VOAR SUJET BRO AN AOUR
C’HANVET ER C’HALIFORNI.
————
Voar ton : An Doue arc’hant.


Me ho suppli, tostat aman,
Tostat hag e clevfet canan,
Bian ha bras, pinviq ha paour,
An tenor deus a vro an aour.

En Ameriq, dreist ar mor bras,
Pell, pell a c’han, ia, pell siouas !
A zo eur c’hontre pehini
A zo hanvet Californi.

Neusquet pel amser er vro-se
Ne voëler nemert loëned goë :
Na ti, nag os, na hent, na tud,
Nemest coajou ha loëned mud.