Pajenn:Son neve voar sujet bro an aour c'hanvet er C'haliforni.djvu/3

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(3)



Hag hi da durnial er blenen,
Ha da glasq aour gant ho sabren ;
Ha mar clasquent, aour a quevent,
Cat a rent aour fin dre ma c’hent.

Neuse voë casset eur bagad
Soudarded fresq, soudarded mad,
Vit goud petra voa er vro-se
Deus pini den na retorne.

Ar soudardet pa deus goëlet,
Vel er re-al so desertet ;
Ha da glasq aour a dars calon :
Ha cat a rent hep toullan don.

Er c’habiten pa neus goëlet,
Voa he escoaden desertet,
Hep taboulin na pavillon
A retornas d’he c’harnison.

San Francisco so’r guer vian,
Eur gueric stris, neubet ledan,
Bean devoa evel er Roc’h
Eur pemp cant den pe neubeutoc’h.

Di retornas hon c’habiten
Pa distroas hep he vanden,
Mezus vel eur c’hi ve lacat
Hele e lost eur votes coat.

Pa raportas d’he gomandant
Penos voa bet he accidant,
Hon c’habiten voe quemeret
Evit eun den disquientet.