Pajenn:Son neve voar sujet bro an aour c'hanvet er C'haliforni.djvu/5

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(5)



Eun den capab, selvije paour
Rog mont da blenen an aour,
A dra certen, rog hir amser,
A retorne croquant der guer.

Peb hini re, en ber langaig,
Mil scoët er zun, pe davantaig,
Rac lies den en deus cavet
N’em heur amser he c’hoec’h mil scoët.

Prest dr’en oll bed eo et er vrud
Demeus eun eveleb burzud,
Ha deus a bevar c'horn er bed
Tud dar vro-se so diredet.

Deus Franç, Brosos ha deus ar Spagn,
Deus ar Pruss hag an Allamagn,
Ha memeus deus a fonç en Asi,
a red an dud d’ar C’haliforni.

Hirie en de, a dra certen,
A so eno daou c’hant mil den,
Mes pa vije cant quement all
A vije c’hoas plaç da re all.

En pad cant vloas, ha cant ouspen,
Na diaourfent quet ar blenen,
Pa ne guir so er placer-se
Ouspen tri mil leo a garre.

Mes, jeleoet, — bars er vro-se
Mar de commun an aour neve
er bevanç a so quer meurbet,
Ha logeïs mad na neusquet.