Pajenn:Son neve voar sujet bro an aour c'hanvet er C'haliforni.djvu/7

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(7)



Nini neve er sort clenvet
Ne capab d’ober man ebet,
Nemert clasq aour bars er placer
Queït a neve aëlan d’ober,

Mes ma Doue ! ar c’hlenvet-se
Na nequet eur c’hlenvet neve ;
Ha niver dud bars er vro-man
Cals pe neubet sant anean.

Tud a beb stad, labourerien,
Artisanet, tud a bluen,
Tud a glenve, tud a justiç,
Leaneset, tud a ilis ;

Bian ha bras, yaouanq ha coz,
En Spaign, en Franç, hac en Brosos
Oll a clasquomp, dre vil voyen,
Flourat he c’hov d’hon yalc’higuen.

Ha mar plig dec’h ma son neve
Gant aoun me’r c’hlenvet ive,
Incontinent, mad he caffen
Ma prenfac’h tout peb a feillen.


Propriété de l’Éditeur.

Imprimerie de J.-F. Le Goffic, Libr. à Lannion