Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/102

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —



An Tad

Mar deo Eoulmed eo a glaskit
          Kit d’ar maner davit ;
Amañ, war ar maez, ganeomp-ni,
N’eus nemet piked ha brini,
Hogen eur gaou a livirit,
          Eun dra all a glaskit.


Ar Jubenn

Ni zo o klask louzeier fin
          Da lakat ’n hor jardin,
Eun louzaouenn mat ouz ar bles,
Graet gant birou ar garantez,
Hag e klevis dec’h diweza
          Her c’havjen er gêr-ma.


An Tad

Ar flourdelizenn a glaskit
          Siouaz ! d’eomp aet eo kuit ;
Ema breman e Kemperlé,
Er gouent o veuli Doue,
Koantoc’h eged eur bodig roz
          E liorz ar baradoz.


Ar Jubenn

Nann, va mignon, n’ho kredan ket,
          Doue en deveus graet
Evid ar vered an ivin
Evid al liorz al louzou fin
Hag Annaïg da laouenaat
          Kalon eur pried mat.


An Tad

Evel an dour, war ar prajou,
          E tired ho komzou.
Treuzi a reont dor an ti-ma,
Evel ar mel eun tamm bara ;
Da beurober ho kefridi,
          Den yaouank deut en ti.