Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/103

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 101 —

An tad a ra tro an ti hag a ginnig d’ar jubenn e wreg, unan eus e verc’hed dimezet, eur c’hrouadur bihan ganti war bleg he brec’h, eur verc’hig ha n’ema ket c’hoaz en oad da zimezi hag erfin ar plac’h nevez.

An Tad

Gortozit ’ta eun nebeudig
          Ma rin eur haleig,
Da c’houzout hag ez eus en ti
Eur plac’h bennak da zimezi.
Setu unan a ziaze,
          Mar deo diouz ho toare.


Ar Jubenn

Ouz ar wreg fur-ze pa zellan,
          Heb aoun e lavaran
He deveus graet mat he labour
Maget ke zud, gwisket ar paour,
Met ar pez he deus graet pell ’zo,
          Eun allig her graio.


An Tad

Setu ama unan ker gae
          Hag an heol da viz mae,
He diou chot ’zo diou gerezenn,
He daoulagad, diou steredenn
Hag a zo da ziouall outo
          Hounnez eo sur ho po.


Ar Jubenn

Ya ! va mignon, an dremm lemm-se
          Eo dremm ar garante,
Met me gred eo dija poazet
Diouz an darbod he bizied
Ha mar d’eo ker ruz he chot klei
          Eun all ’n deus poket d’ei.