Hizio, pa ’m eus bet eur banne,
Ouz n’eus fors piou me ’n em gannfe,
Den gouest oun, ya ! ya ! eur gwaz oun,
Ha tro-war-dro, n’eus ket ’veldoun ;
Da dri ozac’h e rofen lamm
Ha c’hoaz ne c’houesfen ket eun tamm ;
Da dri ozac’h e rofen bec’h
D’ezo o zri e vefen trec’h ;
O zaouarc’henna a rafen
Ha re all ganto ma kavfen ;
Aze ’z eus divrec’h a dalv dir,
Krabanou ha bizied hir ;
Aze sellit ez eus daouarn,
Krenv da gamma eur vaz houarn,
Ha meudou hag arabad eo,
Beza re voustret etrezo.
En deiz all en ostaleri
e oamp eun nebeud o tebri ;
Nan ar C’hleger ha Per Drebaol
A oa ganen bodet ouz taol ;
A-greiz-holl, Per a lavaras,
— ouzin, m’oarvat, o klask trabas. —
e oan eur mezvier aet dreist kont,
hag e oan bet gwelet o vont
Betek dishouarna kezeg,
Da gaout digarez da redek
« Biskoaz, avat, ’m oun-me, biskoaz,
« N’oun bet kouezet en toull-ze c’hoaz ! »
Ha me gant va c’hounnar kregi
En e zilhad hag o regi,
Hag hen, mar gouie, tapout krog,
en eur voutailhad gwin Medog
A venne stlepel war va bleo,
« Hola ! Moun-me arabad eo
« Koll traou ker mat all war va fenn ;