Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/107

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 105 —


« N’eo ket gant gwin e walc’her kenn,
« Rak-se. Nan ha Per, evomp hi,
« D’hor yec’hed, etrezomp hon tri ! »
Mat ’m oa komzet ha peb a lomm
Hol lakas hon tri, en hor plomm,
Ha goude ez ejomp en hent,
ha ni, mignoned, evelkent !

(aman e kouez e dog diwar e benn).


Sell ! heman, breman, o koueza ;
Mat, chom, aze, da loueda,
Rak, d’an douar, ma soublan re,
e c’hellfen pokat, marteze,
Ha te ne vo ket dare d’it,
Ma kouezan, sevel d’am c’has kuit ;
Rak-se ’ta, chom, pa ’z out kouezet
Hepdout, brao hras, me c’hell kerzet.

(Aman, unan bennak a zreuezo kan ar c’hilhog.)


Kleo ! kilhog Janig ar Pennker,
E rin e stal outan emberr,
Pa vezo Janig hag he zud,
Hag he yer kousket en o glud ;
Den ebet ne gavo al laer :
Laerez eur penn-yar ! eur pez kaer !

(Eur voutailh a zo gantan en e c’hodell hag ec’h ev
eur banne hag e kleu ar spontailh o wigourat.
)


Petra, unan bennak a venn
E torfenn houman war e benn ?
N’en deus nemet tostaat aman
Hag e rin bruzun anezan ;
N’en deus nemet tostaat raktal
Hag e rin brao d’ezan e stal.
A ! Me n’eo ket eur c’hrener oun ;
N’em eus aoun nemet da gaout aoun ;
bet oun bet pemp bloaz er brezel
Hep beza kollet eun ezel
Gwir eo pa zute an tennou
e ouien klask va difennou.
Kaer ’zo tec’het a-raok ar boan,
Ar bleiz en em gav gand an oan.