Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/108

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 106 —


’Vidoun-me zo deut brao d’ar gêr
Hep ma ve bet re domm d’am ler ;
E kenver en em ziouall mat,
em eus espernet mab e dad
Ha daoust m’oun bet doun el lagenn
’M eus chachet va skasou ganen.

(Aman e c’hellfe eva eur banne adarre.)


Gwechall pa oan e ti va zad,
Ne oa paotr all ebet em oad
Ker koant ha me hag ar merc’hed
A vousc’hoarze ouz va gwelet
Ar gened ’zo warlerc’h ar mad
Keit ha ki kamm warlerc’h ar c’had,
Met hep kened ne c’heller ket
Plijout da galz a dud ar bed.
Ma ne vijen ket bet paotr brao,
’ Oan chomet dizemez atao,
Rak Mari Wenn, va gwregig paour,
Ne zelle tamm ’bet ouz an aour ;
A-walc’h he devoa evit daou,
Setu perak e karas Laou ;
Abaoe ma ’z omp dimezet,
Meur a gant kwech he deus gouelet
Rak n’eo ket holl gant koanteri
E laker ar pod da vervi.

Ha ma ’z afen etrezek koan
Rak a hent all e rin kof moan,
Ha neuze mall eo d’in gwelet
Petra ra, er gêr, ar merc’hed :
Pa domm ar c’haz e gein er maez,
Logod an ti a c’hoari aes !

(A-greiz-holl e teu, en e spered, en deus klevet
kilhog ar Pennker o kana
.)


A-raok dizrei e rankan c’hoaz
Tapout kilhog ar Pennker bras
A gleven o kana raktal ;
Da eo ober outan e stal.