— 107 —
Neuze dres, pa zizro, e wel eur spontailh, tok houarn merglet ar brezel bras war e benn, eur vantell c’hlas dishevelebet en dro d’e gorf, eur c’hoz bragez ruz, war e zivesker, hag eur fuzul en e zourn.
Chesus ! na pebez gweladenn !
Bez em bezo eur fallaenn.
Piou zo dirazoun, evelse ?
Aoun am eus ouzoc’h betek re.
Siouaz ! Na me ’zo panezenn,
Eus an hevelep kostezenn,
Ez omp hon daou, hep mar ebet
Aes eo ’ta d’eomp en em glevet.
Me n’oun ket falloc’h ’ged eun all,
Ha gall oun ganeoc’h ma ’z oc’h gall.
Ma ’z oc’h breizad ez oun breizad
Ha keriad oun ma ’z oc’h keriad.
Diouz an daou du me oar trei brao,
Ha diouz an holl tremen atao ;
Banne d’heman, banne d’hen-hont
An arc’hant a zo graet da vont
Eus eur penn d’egile d’ar bed,
Eus eur c’hodell d’eben d’ar red,
Mat oun da baea banneou,
D’an holl, a gleiz hag a-zehou,
Me ’zo brokus hag an dud piz
N’o gouzanvan ket e nep giz,
Hag en hent-se, Laou, mab e dad,
Gand an holl a zo deuet mat.
Eus a belec’h, da vihanan,
Eo kouezet hennez, dre aman ?
Kemerit truez, me ho ped,
Ouz unan ha ne garfe ket,
Ober da zen ’n distera droug.
En aoun da bignat ouz ar groug.
|