Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/110

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —



(Sellet a ra pisoc’h ouz dillad ar spontailh hag e
lavar outan e-unan
.)


Me ’zo eun den kollet a-grenn,
Tri liou en deus ; eur gall n’eo ken,
Hag e lavaren ’oan breizad ;
Kollet oun ha kollet ervat.

(D’ar spontailh.)

Da belec’h ho peus c’hoant d’am c’has ?
N’em eus ket an distera kas,
Nag ouzoc’h, nag ouz gall ebet ;
Va lezit eta da redek ;
A-du ganeoc’h e vin atao,
Ha meuli ’rin ho kalleg brao,
Prest ’vin er brezel hag er peoc’h,
Atao da vale evidoc’h.
Me n’oun ket tamm ’bet den a freuz
Ha ne garan ket gwelet reuz.
Ma fell d’eoc’h e vefen maro,
Skoït ganen eun taol garo,
A-raok avat, en hanv Doue,
Va Zalver Jezuz, hor Roue,
Va lezit da c’houlenn pardon,
A c’henou koulz hag a galon,
Eus va fec’hejou tremenet
En aoun na vefen iferniet.
Graet em oa le da vont warc’hoaz,
Diskabell kaer, war va zreid noaz
Da bardona da Geranna ;
Em lec’h c’houi ’yel en eur gana :
Evit ho tigoll ho pezo.
Kement pez dilhad a vezo,
War va c’horf paour pa dremeno ;

(Outan e-unan.)

An Ankou ne zell ket ouz aour ;
Krog eo en da zerch, Laouig paour !

(D’ar re a zo o selaou)

Ha pa ’z eo gwir e rankan mont
Gantan trumm da anzav va c’hont