Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/112

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 110 —


En hanv Doue ho pet truez
Hag astennit d’in va buhez ;
Taolit evez na deufe ’n tenn
Er maez, aotrou, d’am diskar krenn,
A-raok ma ’m bezo anzavet
An holl bec’hejou ’m eus kavet.

(Outan e-unan.)

Ar pempet gourc’hemenn a gouez
War ar re a laz, n’eo ket souez.
Al lazerez a zo eun dra
N’eo ket gouzanvet er bed-ma

(D’ar spontailh)

Aotrou soudard, al lezenn eo,
Hag, evelse, va lezit heo,
Evidon-me, ma ’m eus lazet
D’ar bed all n’em eus ket kaset
Nemed eur var bennak ha c’hoaz
E krenen oc’h ober va laz.

(Outan e-unan.)

Ar gourc’hemenn all, heb arvar,
Arabad laerez a lavar
Ha ’vidon-me ne laeris den
En aoun ha pa ne vefe ken
Da veza tapet war an taol
Ha kaset, war eün, da di Baol,
Da leski e tan an ifern,
El lec’h ma n’en do den sifern.

(D’ar spontailh p’her gwel o koueza)

Aotrou kaez, setu c’houi kouezet,
Ma n’ho peus ket bet droug ebet.
Eo eur brao d’in, rak, a hent all,
E c’hellfe c’hoaz an teodou fall
Mont têr en dro ha lavaret
Eo me am befe ho lazet
Evit ho laerez ’ta, m’oarvat,
Pa ne glasken nemet ho mad.
Astennit aman eun ezel
Ha m’ho sikouro da zevel ;