Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/113

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 111 —


N’am zamallit ket, gant a reoc’h,
den eveldon ne gar ar peoc’h.

(Pa wel eo eur spontailh eo a zo dirazan)

Sell ! heman n’eo ket eun den eo !
N’en deus na treid, na fri, na bleo,
Na kov, na kein, na divesker ;
Rampok eo evel eur gweskler,
N’eus nemet kolo en e zae,
Ha kanab bet dindan ar vrae.
Eun taol eo a c’hoarier d’in,
Met tapout a rin ar paotr fin
En deus laket aman, dre fent,
Ar c’hoz spontailh-ma war va hent,
Ha ma kouez etre va meudou.
E vo gwasket e vorzedou.

(D’ar spontailh)

N’ouzon ket petra vir ouzin
D’az tevi evel eur skourr pin ;
N’her grin ket c’hoaz, evelato ;
War va skoaz, d’ar gêr, m’az kaso ;
Gand ar zae a zo, war da gein,
Me ’n em wisko, ma n’eo ket brein,
Gant plouz da gov ha da zaou benn.
Vo tomm, d’am zreid, em boutou prenn.

(D’an dud a zo o selaou)

Ha breman a-raok ho kuitaat,
Bennoz Doue warnoc’h tud vat ;
Ma c’houlenner ouzoc’h petra
E teu Laou ’l Lonker da veza,
Livirit eo seder ha brao
Hag e kar e vanne atao
Hag e veul ar re holl a c’hell
Chom heb eva… heb ober gwell.
An techou koz eo ’zo tenna
Pa vez c’hoant d’o diswrizienna,
Rak-se m’ema an tech ennoc’h
Hel lammit yaouank m’ho po peoc’h,
Aesoc’h eo d’eoc’h plega bleñchenn
Eget ne vo plega gwezenn.