Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/117

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 115 —

man zouden, ma ne vez ket graet an traou-ze holl : « Diwall, ervat, na vefe ket dibunet ar gloan-ze ! Taol Pled na vefe ket skubet an ti-man ! Diwall na lezfes ar bugel-ze da ouela !… Ha bez sonj da gas ar vioc’h-se er maez !… Hag arabad ankounac’haat lakaat al laez-se da zevel !… Aiou ! va fenn !…

Hag e keit-se, eman Janed, du-ze, gant he c’homerezed, o lipat banneou hag o tispenn va sae d’in : « Ba ! amzer gaer hon eus ; Yann a zo wardro ar gêr ! »

Ha ma ! eur banne am bezo ivez ! Her gounit a-walc’h am eus graet !

(Degas a ra eur werenn hag eur voutailh war an daol, met eur bugel a c’harm.)

Biskoaz kement all ! Hennez ne gousko ket ’ta !

(Luskellat a ra.)


\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \set Staff.instrumentName = \markup {\huge \bold "№ 2"}
    \relative c'{
      \key g \major
      \time 2/4
      g'4 b | g d'8 d | b4 g | a g8 a \break
      b4 a8([ g]) | a2 | g4 b | g d'8 d | b a g4 \break
      a g8 a | b4 a | g2 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Ta -- vit ta -- vit pou -- po -- nig ha me a
      ga -- no d’eoc’h Pa vo ar -- ru ho mamm er gêr
      e ro -- io bro -- nig d’eoc’h.
    }
  }
  \layout {
    line-width = #123
    ragged-last = ##t
  }
  \midi {}
}
\header { tagline = ##f }

Me, avat, am bezo eur banne a-raok !

(Mont a ra da ziskarga, en e werenn, pa glever trouz e-tal an nor. Lammat a ra da guzat boutailh, gwerenn ha ribot.)

Bet em eus bet eur gaouad aoun ; me a gave d’in beza klevet unan bennak o klask dont en ti ; ma vijen bet tapet gant va stal, sonjit ’ta pebez reoriad vez am bije bet ! Ez an da zerra an nor, suroc’h eo !

(o tegas ar ribot.)

Skoomp c’hoaz ’barz heman ! (Skei a ra eun taol bennak. O tizelei ar ribot.) Ar banne laez benniget-man ne deu ket a amann warnan.

Me ya d’hen stlepel e baraz ar moc’h !

(Kas a ra e ribot er maez.)